« François Bayrou et le MoDem étudieront entre les deux tours comment assurer le "pluralisme" à l'Assemblée nationale | Page d'accueil | François Bayrou : "J'en appelle au droit du citoyen !" »
07.06.2007
Kuzul Sevenadurel Breizh
Kuzul Sevenadurel Breizh en deus kaset ur goulennaoueg da zanvezioù an dilennadegoù kannad e 5 departamant Breizh
Goulennet en deus ar c’huzul sevenadurel diganto ober a-benn kaout an adunvanidigezh, ur servij publik skinwel ha skingomz, diorren ar c’helenn e brezhoneg ha treuzkas galloudoù hag arc’hant evit se, ha peurwiekaat karta Europa evit ar yezhoù.
Petra a soñjont ?
Kaset e oa bet ar goulennaoueg d’an holl zanvezioù war ar 5 departamant (nemet da re an FN hag an MNR ha re hep chomlec’h anavezet).
Tost holl zanvezioù o deus respontet d’ar goulennaoueg a zo a-du gant ar 5 poent kinniget. Kavout a reot ar goulennaoueg ha respontoù danvezioù ho pastell-vro ha displegadennoù kaset deomp gant danvezioù war Blog Kuzul Sevenadurel Breizh.
Kevredigezh Breizh Unvan (ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh) he deus kaset ivez d’an danvezioù ur goulenn diwar-benn an adunvanidigezh. Respontoù an danvezioù war ar poent se a vez kavet war lec’hienn Breizh Unvan www.bretagne-reunie.org.
Kit hep dale war: www.kuzul.info
21:17 Publié dans Langues régionales | Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : bayrou, udf, modem, legislatives, morucci, brest, finistère




